Gouel ar Sonerezh e Kemper
Devezh hirrañ ar bloaz oa dec'h, war hanterad Norzh ar voulenn-zouar. Ar goursav-heol a vez lidet en un doare ofisiel e bro C'hall bremañ dibaoe 35 ploaz 'zo, dre ur gouel ar sonerezh. Lakaet voe bet e plas gant Jack Lang, hag a voe Minist ar Sevenadur dindan Fañch Mitterand. War ar streadoù, en ostalirioù, pe war leurennoù braz, un digarez eo d'an dud kaout berr amzer asambles, pe un ur selaou sonerezh, pe en ur seniñ int o-unan.
E Kemper da skouer, oa an arvestoù pennañ aozet gant ar gevredigezh Polarité, hag a ra war dro sal an Novomax.