Dilennadegoù: sell Marc Andro war bastell-vro Kemper
Trec'het an hini bet ministr ar Justis ! Jean Jacques Urvoas, a oa o kaballiñ evit ar strollad sokialour, a zo erruet war lec'h Naig Meur, a oa evit strollad ar prezidant. Ur vaouez nevez erruet er bolitikerelennadegoùezh eo a zo neuze kannadez nevez kentañ pastell-vro Penn-ar Bed. War gumun Kemper eo deuet a-benn Urvoas da rastelliñ gant poan pep brasañ ar mouezhioù memes tra, met war live ar bastell-vro eo bet dilennet Naig Meur gant 54 % deus ar mouezhioù.
Marc Andro a zo ezel deus kuzul lec'hel Ar Republik War Raog, e Kemper. Displegiñ a ra deus mikro Tunvezh Wloagen penaos eo bet posubl seurt disoc'h d'e soñj.