àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar gouel « Gallésie en Fête » a vo benn 10 devezh

Ar gouel « Gallésie en Fête » a vo benn 10 devezh

Gouel braz bro c'halo 'ni eo. Ar blez paseet e oe lidet 40 vlez ar gouel, ha deuet 30 000 den. Kenstrivadegoù e-leizh ez eus bep blez, an hani brudetañ 'zo sur a-walac'h a genstrivadeg maen-pal (paledoù). Ouzhpenn 200 skipailh deus pep lec'h e Breizh a vo, tud deus Bro C'hall pe Europa ivez evit diskouezh penaos 'vez c'hoariet gete. Kenstrivadegoù sonerezh a vo ivez, evit ar re vras hag ar re vunut. Hag istorioù kontet. Armel Texier n'eus labouret kalz ar blez 'mañ da aozañ lodenn ar c'hontoù. Desket n'oe gallaoueg get he zud, un tammig mesket ar yezh gantañ hiriv an deiz. Displegañ 'ra hiroc'h war ar gouel ouzh mikro Enora Molac

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio