Levrioù Priz ar Yaouankiz a zo bet dibabet
Levrioù Priz ar Yaouankiz ar bloaz a zeu a zo bet dibabet.
Ar genstrivadeg lennegel e brezhoneg a zo bet krouet 14 vloaz 'zo gant ar gevredigezh FEA (Formation Education Animation).
E bal a zo da vroudañ ar skrivagnerien da grouiñ ul lennegezh evit ar grennarded. Bep bloaz vez embannet 10 levr gant an ti Keit Vimp Bev, ha votet gant ar skolidi skoliataet e brezhoneg evit an hini 'n eus plijet ar muiañ dezho. Fanny Chauffin, prezidantez FEA, a oa e Kemper disadorn evit aozañ an dibap a levrioù a vo kaset d'ar skolidi benn bloaz.