Dilennadegoù lezennel : kreizenn tredan Landivizio
Fenoz 'ba Sant-Tounan, chouk Landerne, 'vo dalc'het gant Gaspare un emvod gant ar re 'zo war ar renk da geñver an dilennadegoù kannad. Lakaet 'vo ar gaoz war ar greizenn d'ober tredan gant gaz 'ba Landivizio. Nevez 'zo 'oa asantet gant Komision Europa 'vefe skoazellet Direct-Energie gant ar Stad 'vit derc'hel ar stal 'ba Landivizio: 50 million a euroioù bep bloaz. Ar c'heloù 'mañ 'zo bet un taol fall evit Gaspare hag ar re a stourm a-enep d'ar greizenn. Koulskoude n'eo ket echu penn da benn gant ar stourm. Pevar rekour 'zo studiet gant barnerien lez-varn melestradurel Roazhon 'vel 'pezh 'neus displeget Fulup Plouzane, ezel eus Gaspare, da Erwan Blanchard.