"Les Républicains": Mael de Calan war ar renk 'ba pastell-vro Montroulez
'Benn an 11 a viz Even 'vo dalc'het tro gentañ an dilennadegoù depute. Kendalc'homp da ginnig an danvezioù depute neuze. Hudu 'lakimp ar gaoz war Mael de Calan 'neus lakaet e anv, evit ar strollad "Les Républicains", 'ba podervet pastell-vro Penn-ar-Bed da laret eo Montroulez. 37 vloaz eo Mael de Calan, dilennet 'vel kuzulier kêr 'ba Kastell-Pol ha kuzulier departamant ha war un dro eo rener ur start-up 'zo arbenniget war an enklaskoù yec'hed 'ba Rosko. Soutenet 'neus Alain Juppé da geñver rakdilennadegoù "Les Républicains". Dec'h da noz 'oa deuet maer Bourdel da souten Mael de Calan 'ba Montroulez da geñver un emvod 'ba Langolvas. Afer 'neus Mael de Calan bout skoazellet gant unan eus pennoù bras ar Republikaned? Gant Gwendal Paoli 'zo penn ar re yaouank a souten Mael de Calan 'kerzh ar prantad kabaliñ. Gant Erwan Blanchard.