Breizh Unvan : Kendalc'h get ar stourm
'Benn àrc'hoazh e vo savet ur meeting bras e Naned get ar Parti Socialiste en arbenn ag ar c'hampagn kabaliñ evit dilennadegoù an deputeed. Evit reiñ o mouezh da vout klevet e yay tud Breizh Unvan du-hont evit reiñ traktoù d'an dud. Razh stourmerion an adunanidigezh a zo pedet iwez evit goulenn kement-mañ get pennoù bras ar strollad politikel zo bremañ é reniñ Frans. Iffig Cochevelou zo perzh e Breizh Unvan. Displeget neus da Yaëlle ar Mouel emañ ret kendalc'h get ar stourm.