Dilennadegoù lezennel : Tro belo Jean-Luc Bleunven
Mont gant ar varc'h-houarn evit kabaliñ eo pezh 'neus graet ar c'hannad Jean-Luc Bleunven, digwener tremenet. Bet eo gant hentoù pastell-vro Brest war ar maez evit mont e darempred gant an dud. en ur mod all. Kaset 'neus hent eus Brest betek Plabenneg en ur dremen dre Witalmeze asambles gant un hanter kant bennaket a dud a-hed 100 kilometrad an droiad. Erwan Blanchard 'noa echuet an droiad ganto digwener noz. Jean-Luc Bleunven. E fin an droiad 'neus graet un tamm bilañs eus an devezh gant an depute 'zo en tu kleiz.