Peseurt liammoù etre ar vroadelourion a vreizh hag ar juifed?
Setu tem levr ketañ Yves Mervin anvet « Arthur et David, Bretons et juifs sous l'Occupation », embannet ba ti Yoran embanner. Un enklask neus graet ar skrivagner a-zivout buhez ar vroadelourion en termen-mañ ag an istoer. Kroget neus get ar labour-mañ e 2000 pa oa bet devizet lemel anv Roparz Hemon ag ar skolaj Diwan er Relek. Faotiñ a rae dezhoñ gouiet penn d'an tabut digaset get an deviz-mañ.Yves Mervin doh mikro Merwyn Sauerbrey a RBG.