Dilennadegoù prezidant : trec'h Emmanuel Macron
Aet eo Emmanuel Macron da eizhvet prezidant ar bempvet republik gant 66,1% deus ar mouezhioù, a-dal da Varine Le Pen, gant 33,9% anê. Ar sifr pennañ da zerc'hel soñj anezhañ marteze eo ar 25,44% deus an dud bet chomet hep mont da votiñ, ar muiañ abaoe 1969. Hag en tu-hont da se zo un 12% bennaket a dud bet votet gwenn pe null gante.
Bet 'oa TK o heuliañ an disoc'hoù e Gwengamp disul da noz.
Yannig Kerlogod, dilennad e Gwengamp ha kuzulier departamant Aodoù An Arvor, 'oa o kaballiñ evit Macron e bro Wengamp, ur vro ma oa bet skoet ar skipailhad gant marv an deputeez Corinne Erhel digwener, 'kerzh un emvod foran da souten an danvez prezidant. Reiñ 'ra e soñj deomp da-heul ar rezultajoù.