Eil tro an dilennadegoù: ar prantad kaballiñ hervez François Marc
'Benn disul 'vo dalc'het eil tro ar votadegoù da dilenn prezidant Republig Bro-C'hall. An dibab 'vo etre Emmanuel Macron, danvez prezidant 'vit "En marche", ha Marine Le Pen, danvez prezidant 'vit ar Front National. Abaoe pempzektez emañ o daou 'mañ o kaballiñ 'vit kaout ar plas politikel uhelañ 'zo 'ba Frañs. Petra eo soñj François Marc, senedour PS 'ba bro Landerne, war ar mod eo tremenet ar prantad kaballiñ 'mañ. Selaouomp 'nañ ouzh mikro Erwan Blanchard.