Frañch Broudig : implij twitter enep an FN
Ur sizhun araok an eil tro da dilenn prezidant Republik Bro-C'hall 'neus divizet Fanch Broudig krouiñ ur gont twitter... Mann ebet dreistordinal a c'hallfer soñjal. Met an 'ni 'zo bet kazetenner e France 3 'neus bet c'hoant implijout an teknikoù a-vremañ 'vit reiñ da anavezout e soñj war an dilennadegoù ha war ar prantad kaballin. 'Benn fin ar gont e c'halv an dud mont da votiñ 'benn disul 'vit stourm ouzh Marine Le Pen an danvez prezidant 'vit ar Front National. Muioc'h a displegadennoù gant Fanch Broudig ouzh mikro Erwan Blanchard.