àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Emgav Etrevroadel a-enep d'an OGK

Emgav Etrevroadel a-enep d'an OGK

Kregiñ 'ra hiriv an eil Emgav Etrevroadel a-enep d'an OGK, pe Organegoù o Jenoù Kemmet, pa vez hiriw ag Emvod Meur Bayer e Alamagn. Kantadoù a dud deus ar bed a-bezh a vo bodet en Oriant an dibenn-sizhun 'mañ. De sevel a-enep d'an embregerezioù braz a brodu OGK hag a werzh aneze tro-dro d'ar bed. An emgav kentañ a oe e Ouagadougou e Burkina Faso ar blez paset, ha bremañ 'vez bodet an dud e Breizh. Blandine Sankara, c'hoar ar prezidant dispac'her Thomas Sankara a vo aze ewe. Gervel a ra tud Breizh hag Europa dre vraz, tud a zo o chom e broioù « galloudus » de sikour aneze en ur c'houlenn groñs d'o bolitikerien sevel a-enep d'an OGK. Kejet hi doe Enora doc'h tud a-youl vat dec'h : Riwanon Kallag hag Anton Porteneuve. Int a heulie ur stummadur de dreiñ ar brezegennoù a vo e meur a yezh.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio