Keleier 5e30
@@@Konkour : un embregerezh en ho lise@@@
Dec'h oa roet disoc'hoù ur c'hoñkour rannvroel evit al liseidi 'ba Roazhon. Ur genstrivadeg anvet « Un embregerezh en ho lise ». Ar pal : skoulmañ darempredoù etre al liseidi ha bed an ekonomiezh evit sachañ muioc'h evezh ar re yaouank war o dazont micherel. Ar bloaz-mañ e ranke pep raktres kemer e kont an diorren padus. Ar priz ekonomikel zo aet d'al lise Felix Le Dantec eus Lannuon ha d'al lise Sant Gabriel eus Pont 'n Abad. Gant al lise bigouter-se oa kinniget ur raktres anvet « Bigoud' Yourte ». Pe penoas tremen vakañsoù en ur kamping o vevañ, tost eus an natur, barzh ur yourte... Ar raktres oa douget gant peder merc'h, Alizée, Amélie, Pauline hag Estelle o deus labouret start a-hed ar bloaz ha, mod-se, kenlabouret ivez gant ar bed ekonomikel. Unan eus o mignonez, Eryl Seznec, a zispleg deomp palioù o raktres
@@@Gouel ar c'hoarioù@@@
'Benn disadorn 'vo gouel ar c'hoarioù dre-holl e Frañs. Digarez da lakaat tout'n dud, re vras ha re vunut, da eskemm war-dro d'an dachenn. E Karaez 'vo dalc'het an devezh er c'hoariaoueg. Katell Simon zo perzh en «échanges et compagnie», ur gevredigezh hag a gemer perzh en devezh. Muioc'h a zisplegadennoù ganti.
@@@Mouezhoù Nolùen Buhé, Annie Ebrel, ha Marthe Vassallo 'sames wàr ur bladenn.@@@
« Teir » 'zo an anv 'roet d'an disk-mañ a zaio er-maez 'benn miz Here. An teir c'hanerez oa bet degemeret e teatr Pondi evit enrolliñ ar sonennoù. Goude meur a vloaz e vent gwelet ha klevet wàr leurennoù ar vro o veskañ o mouezhoù wàr un dro hag hep sonerezh. Ar labour kempenn an tonioù zo bet kaset da benn gant Frédérique Lory, kompozitourez barrek wàr ar sonerezh klasel kement hag wàr sonerezh hengounel. Setu-int o zeir o kontañ deomp pelloc'h