Tro gentañ dilennadegoù pdt: Macron
E ti kêr Kemper zo en em vodet un nebeut tud deus ar strollad En Marche dec'h da noz, evit heuliañ disoc'hoù an dilennadegoù. Un aergelc'h laouenaet, met sioul, spered ar re a ouizie e oant da erruout e kentañ plas. Marc Andro a zo bet dilennad en ti kêr evit ar sokialourien. Hep kuitaat ar strollad da vat, eo aet da gavout Emmanuel Macron, evit reiñ dezhañ e sikour a hed an dilennadegoù-mañ. Ranniñ a ra e from ganeomp. Emañ deus mikro Tunvezh Wloegen.