àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Uzin dour nevez e Ploerdut

Uzin dour nevez e Ploerdut

Kroget eo ar labourioù de sevel un uzin deur nevez e Ploërdut. Evit ar poen ne vez ket gwelet netra, met kroget eo de lakaat an tulotiñ diboe 2 suzhun e Bot-Coët e Ploerdut, 'kostez Guemené e Bro Pourlet. An uzin nevez a yelo don en douar de gemer dour mat da evañ. Dour a galite, met get kalz a houarn ha manganese. Mod se e vo tu chom hep kemer deur ar Skorff. An uzin deur nevez a goustay muioc'h a 2 million a euroioù, paeet ag un drederenn get ar sindikat Deur ar Morbihan, ha get yalc'hadoù an departamant. Aet eo Enora Molac de welet an uzin kozh a zo e Lohmaleu, displegadennoù get Jean-Michel Le Cunff, a zo dileuriad Lohmaleu evit sindikat Dour ar Morbihan  :

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio