àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Aet eo Jean-Michel Guilcher da Anaon

Aet eo Jean-Michel Guilcher da Anaon

Ar sizhun dremenet 'oa aet an etnologour Jean Michel Guilcher da anaon, d'an oad a daou vloaz ha kant. Anavezet eo evit ar pezh-mell labour 'neus bet graet diwar-benn d'an dañsoù, e Breizh hag e lec'h all. E 1963 'nevoa embannet e levr war hengoun an dañsoù e Breizh Izel. Diwar hemañ 'oa bet diazezet studioù skiantel an danvez poblel. Hag an oberenn-mañ 'ni zo chomet diazez e labour ar c'helc'hioù keltiek, betek an deiz hirie. Daniel Giraudon, enklasker, 'neus bet anavezet anezhañ mat, dre ma oa bet rener e dezenn. Lâret 'ra deomp peseurt den 'oa, deus mikro Tudual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio