Gouel Broadel ar Brezhoneg
Gouel Broadel ar Brezhoneg a vo e Langonnet d'an 19 ha d'an 20 a viz mae.
Ur festival a vo da lidañ ar yezh. Ne oa ket bet aozet ar gouel abaoe fin ar bleiadoù 90s met aze eo lañset an traoù adarre, get ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg. C'hoant get ar gevredigezh nevez lakaat miliadoù a vrezhonegerien d'en em gavet ha da riboulat asamblez, e brezhoneg.
Tristan An Nedeleg doc'h mikro Enora Molac, a zispleg petra 'vo kavet er gouel