Eau du Morbihan: kresk priz ebet e 2017
Ar sizhun paset oe bet votet budget Dour ar Morbihan (Eau du Morbihan) e Gwened.
Ar servij publik-se a ra àr dro ar produiñ hag an dasparzhiañ er Mor Bihan. Dour mat da evañ a vez gwerzhet gete. Ar servij-se a lak a-stroll aveadur (ekipmanchoù) ar gumunioù bihan da lakaat da vont an deur e pep lec'h er vro get 200 km korzennaoueg (canalisations).
E fin ar blez paset e oe bet votet ur gresk a 2 % àr priz an dour. Ne vo ket kresket muioc'h met ret e vo diwall doc'h non pas gaspilhan peogwir n'eus ket bet glav a-walac'h e-pad ar goañv.