àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar c'hadastr reizhet e brezhoneg 'ba Ploeur a lak tud 'zo da glemm

Ar c'hadastr reizhet e brezhoneg 'ba Ploeur a lak tud 'zo da glemm

Gwir eo, ez eo aet pell al labour reizhañ an anvioù lec'h e brezhoneg 'ba Ploeur, er vro vigoudenn ; pelloc'h eget en un darn vrasañ eus ar c'humunioù all. Kaset eo bet ar c'henlabour etre dilennidi an ti-kêr hag Ofis publik ar brezhoneg betek penn, o reizhañ ivez an anvioù-lec'hel war ar c'hadastr ofisiel. Ar pezh a dalv 'vo reizhet tamm ha tamm an anvioù embannet gant an IGN da skouer. Pe ar pajennoù melen France Télécom. Nevez 'zo, o doa resevet an dud o c'hartennoù-votiñ nevez... ha reizhet e brezhoneg "melestradurel", da lâret eo gant ar skritur implijet gant ar muiañ a vrezhonegerien a-vremañ. Met ar cheñchamantoù-se ne blij ket d'an holl, a zispleg deomp Xavier Cossec, bet kelenner brezhoneg hag a zo o chom 'ba Ploeur.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio