àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Prizioù: Bleuenn Ar Borgn

Prizioù: Bleuenn Ar Borgn

Digwener de noz e oe lidet Prizioù dazont ar brezhoneg e Lannuon. Un abadenn aozet get Ofis Publik ar brezhoneg ha France 3 Breizh evit lakaat àr wel an oberennoù kaset e brezhoneg a-hed ar blez paset. Ur priz 'zo roet 'vit meur a rumad : al lennegezh, ar bladenn e brezhoneg, an ensavadurioù lec'hel, an embregerezhioù, ar c'hevredigezhioù. Evit ar bloaz 2016 eo bet lakaet Yann Tiersen hag e wreg Emilie Kenkiz da vrezhonegerien ar bloaz. Ur priz ispisial 'zo bet roet da liseidi Diwan rak goulenn 'reont groñs tremen ar vachelouriezh e brezhoneg. Ha Bleuenn ar Borgn, a zo ur gazetennerez yaouank a orin eus Gwiseni. Gounezet ar priz kentañ 'ba rummad ar c'hleweled a-drugarez d'an teulfilm 'neus savet diwar-benn familhoù a implij brezhoneg bemdez. Muioc'h a displegadennoù 'zo roet get Erwan Blanchard

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio