àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5e30

Keleier 5e30

@@@Aet eo François Morvan da anaon@@@ Aet eo François Morvan da anaon, hemañ an hini henañ eus ar vreudeur Morvan, disadorn, d'an oad a 89 vloaz. Goude merenn 'oa e obidoù e Chapel Burtuled, e Sant Servez. Tudual Karluer a lâr deomp pelloc'h diwar e benn. @@@Reizhadur an anvioù-lec'h e brezhoneg : ne ra ket plijadur dre ret d'an holl@@@ Abaoe pell 'zo vez kaset da benn ul labour bras gant Ofis ar brezhoneg tro-dro an anvioù lec'h. Met a-wechoù e klemm tud 'zo, pa 'vez cheñchet o chomlec'h. E Ploeur, er vro Vigoudenn da skouer, ne oa ket gwall laouen tou 'n dud o welet oa bet dibabet skrivañ « Ploveur » en añtre ar gumunn. Daoust hag-eñ e talv n'int ket laouen gant disoc'hoù an enklaskoù meret gant an Ofis ? Ar respont gant Fulup Jakez, rener Ofis publik ar brezhoneg @@@Ar c'hadastr reizhet e brezhoneg 'ba Ploeur a lak tud 'zo da glemm@@@ Gwir eo, ez eo aet pell al labour reizhañ an anvioù lec'h e brezhoneg 'ba Ploeur, er vro vigoudenn, pelloc'h eget en un darn vrasañ eus ar c'humunioù all. Kaset eo bet ar c'henlabour etre dilennidi an ti-kêr hag Ofis publik ar brezhoneg betek penn, o reizhañ ivez an anvioù-lec'hel war ar c'hadastr ofisiel. Ar pezh a dalv 'vo reizhet tamm ha tamm an anvioù embannet gant an IGN da skouer. Pe war pajennoù melen France Télécom. Nevez 'zo, o doa resevet an dud o c'hartennoù-votiñ nevez... ha reizhet. Abalamour d'an dra-se o deus savet tud 'zo o mouezh a-enep ar cheñchamentoù-se, a zispleg deomp Xavier Cossec, un den a zo o chom 'ba Ploeur

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio