Ober hep al louzeier gant Saloñs "Demain en mains"
E-kerzh an dibenn 'sizhun oa aozet Saloñs « Demain en Mains » e Pluniav nebell eus Baod er Morbihan. Aozet 'oa a-hed ar sizhun 'vit kinnig un doare d'ober hep louzeier.
Pal ar gevredigezh nevez ganet Adeliss 'oa lakaat arbennigourien war ar mod de vevañ alternativel d'en em gavet 'bal lec'h-se : kevredigezioù hag a labour war an endro 'oa, el ar stroll da souten an dud klañv 'blam d'al louzeier, Volée de Piafs pe Perak ket 56.
Tud hag a breder war temoù liesseurt : penaos debriñ gwelloc'h, penaos kavout un tu da baouez gant ar lastez pe c'hoazh penaos esperniañ an dour.
Hervez an aozerien, ar pal a zo kavout diskoulmoù ha pas kudennoù hepken.
Ur reportaj get Enora Molac.