Brexit ha bro Gembre
Votet oe bet ar Brexit dilun get ar c'hannaded.
Divizet oe bet get ar Rouantelezh-Unanet mont-kuit ag an Unvaniezh European e miz even tremenet. Kregiñ 'ray da lakaat an traoù e pleustr 'benn ar suhun a zeu.
Met ar skosiz a zo dedennet c'hoazh get an dizalc'h. Goulennet he deus Penn-Ministrez bro Skoz dec'h da gaout ur voTadeg newe. 62% ag ar skosiz n'oe c'hoant da chom e Europa e 2014.
E bro Gembre er c'hontrol, oa bet muioc'h a dud get ar c'hoant kuitaat an Unvaniezh European, get 53% ar votoù evit ar Brexit. Kenog Davis a zo kannad e Bodadeenn Vroadel bro Gembre. Ezel eo er strollad politikel Plait Kembre. Goulennet oe bet geton ma ne oa bet kreñvaet ar c'hoant bezañ emren e bro Gembre. Un atersadenn kaset get Tunvezh Gloagen.