àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ha cheñch a raio politikerezh yezh Bro Frañs ? Spi 'zo 'ba Kemper...

Ha cheñch a raio politikerezh yezh Bro Frañs ? Spi 'zo 'ba Kemper...

Hiziv oa sinet live 2 ar garta "Ya d'ar brezhoneg" etre Ti-Kêr Gemper hag Ofis publik ar brezhoneg. E-kichen Lena Louarn, eil-brezidantez ar rannvro ha Maryvonne Blondin, eil-brezidantez ar c'huzul-meur e vanke unan bennaket : ar maer, Bernard Poignant. 'Ba Pariz oa ! D'an eur-se e oa e studio ar chadenn tele Canal +, pedet gant Ali Baddou, animatour an abadenn "La Nouvelle émission" evit komz eus Jean-Marc Ayrault, ar c'hentañ ministr nevez. Marteze emañ ivez Maer Kemper o c'hortoz ur post bennaket er goarnamant nevez 'vo kinniget e fin an devezh gant Jean-Marc Ayrault. Piv oar ? Loïc Philippon, ar c'huzulier-kêr karget eus ar brezhoneg ne oar ket, evel just, met sur eo eus un dra. Cheñch a raio gwirioù hor yezh er mizioù a zeu, evit ul lodenn a-drugarez d'e vaer... Selaouit anezhañ

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio