Mirdi arkeologel nevez e Karaez
E Karaez 'oa bet lidet ar maen kentañ el labourioù da sevel ur mirdi arkeologel digwener. Ar soñj eo kontañ istor Karaez da goulz ar romaned, pa oa Vorgium anv ar gêr. A-bouez bras 'oa kêr Vorgium er vro, ha c'hoazh 'vez gwelet, seul taol ma vez c'hoant da sevel ti pe di. Ingal 'vez kavet relegoù deus ar c'houlz-se. Gant se zo bet savet darempredoù gant mirdi Herculanum, 'tal-kichen Pompei, en Italia, unan deus ar c'hêrioù bet distrujet gant ar menez-tan Vezuv. Hag a-drugarez d'ar c'henlabour-mañ zo lañset ur raktres mirdi mod nevez e Karaez, en ur ober gant an teknologiezhioù nevez 'benn talvoudekaat an danvez zo e kêr. 8 000 metrad karez 'vo tapet gant ar mirdi-mañ, hag a day 1,9 a euroioù 'maez taosoù. Un tamm sell war ar pezh a oa deus Vorgium gant Erwan Chartier, arbennigour war an dra. Un atersadenn gant Tugdual Karluer.