Anv ar c'humunioù nevez 'zo divrezhonekaet hervez Angèle Jacq
Hervez an izili eus "Stroll evit an demokratelezh ha gwirioù mab den" e Penn-ar-Bed 'vez ket doujet ouzh Istor Vreizh 'pa 'vez roet un anv d'ur gumun nevez kroet. Da skouer 'oa dibabet reiñ anv Beaussaix-sur-mer, gant ar guzulierien, d'ar gumun 'zo savet gant Ploubalay, Plessix-Balisson ha Tregon 'ba Aodoù-an-Arvor. Kement 'mañ 'neus spontet Angèle Jacq, prezidantez ar Stroll evit an demokratlezh ha gwirioù mab den", ha lakaet 'nezhi da skrivañ da Jean-Yves an Drian, pdt Rannvro Breizh. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.