Igoret eo mediaoueg ar Gapusined, 'ba Brest, gant François Hollande
'Ba Breizh 'neus beajet prezidant Republik Bro-C'hall dec'h. Eus beure 'oa 'ba Roazhon 'vit sinañ ur gevrad da reneveziñ karterioù hanternoz Roazhon: Maurepas, Villejean hag ar Blosne. 500 million a euroioù 'vo postet 'bar c'harterioù 'mañ: 2300 lojeiz renevezet ha 3000 savet a nevez. Goude merenn 'neus kendalc'het e veaj 'bar Vro betek Brest lec'h ma 'neus igoret ar vediaoueg nevez savet 'ba karter ar Gapusined. Ur vediaoueg anvet François-Mitterrand-Les Capucins ez ofisiel. Degemeret 'oa war an ton bras gant un tamm a dud deuet da welout Prezidant Republic Bro-C'hall 'ba Brest 'vit ar wech diwezhañ. Petra degas da Vrest ar fed eo deuet François Hollande? Selaouomp da gentañ Efflamm Le Bihan'zo o labourat 'bar vediaoueg.