Afer Théo: memes justis 'vit an holl a c'houlenn ur strollad a vrestiz yaouank
Spontet eo bet Katell ha kamaladed dezhi, eus Brest, gant ar pezh 'zo c'hoarvezet gant Theo 'ba Aulnay soius Bois. E penn kentañ ar miz 'mañ 'oa bet harzhet ar paotr yaouank 'zo 22 vloaz gant poliserien. Harzhet . met palforzhet ivez. Chomet eo an edukatour 'ban ospital 'pad teir sizhunvezh. Fromet 'zo bet ur bouchad tud gant istor Théo. en o zouez tud yaounak eus Brest 'neunt divizet kas ul lizher hag un doser gant kemenadennoù skrivet gant Brestiz da brokulor ar Republik 'ba Brest ha da vinister ar Republik. Memes justis evit an holl setu 'pezh 'zo goulennet gant Katell hag he mignoned. Gant Erwan Blanchard.