Budjet ar rannvro - bleiad 2017
Votet e oa bet budjet ar rannvro e fin ar sizhun tremenet e Roazhon.
Kresket en doa ar budjet deus tri dregant warnugent (23 %), 305 million euro ouzhpenn evit 2017. Budjet hollek rannvro Breizh a zo neuze deus 1 milliard 6 kant 5 warnugent mil euro (1 625 milliard).
Chenchamantoù ez eus bet aveid ar bleiad 'man : galloudegezhioù neuze a zo bet roet d'ar rannvro evel dachenn an ekonomiezh pe ar labour.
Kesket e oa bet deus 55 % (pemp dregant hag hanter kant) ar yalc'had da sikour ar labour-douar.
Ag e vo neuze deus un eil lise diwan 'ba su Breizh,
ha lâret e oa bet get maer Gwened, David Robo e vehe mat staliañ ur lise diwan du-se e Gwened.
Galloudegezh an treuzdougen, an transporchoù, a vo roet d'an rannvro ivez, amzer da brientiñ pep tra e vo gwelet chenchamantoù adalek 2018, ret e vo gortoz un tammig.