Abaoe dek vloaz eo difennet butuniñ 'ban tavarnioù
10 vloaz 'zo 'oa lakaet e pleustr al lezenn da difenn d'an dud butuniñ 'ban tavarnioù, 'bar restaorantoù ha 'bar boestoù noz. An dekred da divizout kement 'mañ 'oa sinet gant ministr ar yec'hed Xavier Bertrand. Un dekred 'vit gwellaat yec'hed an dud 'vel just. Met peseurt mod 'oa bevet an dekred 'mañ gant perc'henned an tavarnioù a werzha butun war un dro. Andre Ledan 'zo penn Le quai des Brumes 'ba Kommanna gant e wreg. Abaoe penn kentañ ar bloaz eo cheñchet ar pakadoù sigaretennoù ivez , gant poltredoù tud hag a zo klañv warno. Gant Erwan Blanchard.