Peseurt ekonomiezh warc'hoazh 'ba bro Landerne-Daoulaz?
Disadorn 'oa bodet un tamm muioc'h 'vit kant dilennad, maered ha kuzulierien gêr, gant kuuniezh kumunioù Landerne-Daoulaz. 'Ba Plouedern 'oa ar pal en em sonjal war dazont ekonimikel ar gumuniezh ha prederiañ ivez war ar PLUI nevez. Ur seurt kendalc'h 'vez ingal 'vit reiñ an tu d'an holl reiñ e soñj war ar politikerezh 'zo kaset gant ar gumuniezh. Hentoù 'zo fellfe da dud ar gumuniezh mont ganto c'hoazh. Selaouomp, da gentañ, Jean-Bernard Floc'h 'zo bez-prezidant kumuniezh kumunioù Landerne-Daoulaz 'zo e-karg eus an ekonomiezh ha war lerc'h 'po tro da glevout Marie-Claude Morvan, maer Hanveg ha bez-prezidantez e-karg eus al lojeiz.