àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5eur30

Keleier 5eur30

@@@Diwan ha promesaoù François Hollande@@@ Gant tost 5 dre gant ouzhpenn a skolidi er skolioù er bloaz-mañ ha gant raksifroù evit an distro-skol a zeu a zo war ar memes lañs, 'zo peadra da vezañ laouen 'ba Diwan. Met emañ Diwan o c'hortoz abaoe bloavezhioù e 'vefe kemeret heñchoù nevez gant ar Republik evit sikour diorenn ar skolioù dre soubidigezh. Gortoz a ra Diwan neuze e vefe lakaet e pleust ar promesaoù graet gant ar c'habaler François Hollande. Selaouit diouzhtu Anna-Vari Chapalain, ur renerez laouen da gentañ tout gant an disoc'hoù muzuliet ar bloaz-mañ @@@Prizioù Produioù e Breizh@@@ Gant « Priz ar bladenn » pe c'hoazh « Priz al levrioù » e ro ar gevredigezh "Produiet e Breizh" staliet 'ba Brest, an tu d'ar vretoned da vezañ brudetoc'h. Brudañ o reiñ ur priz d'ar sonerien met o lakaat 'nezho war al leurenn ivez. 'Pezh 'vo graet d'ar yaou 16 a viz Mae 'ba Palez an Arzoù 'ba Gwened. Selaouomp Fleure-Anne Réveillère, 'zo karg da aozañ an nozvezh-se 'vit « Produet e Breizh » @@@An diaoul a gan@@@ An diaoul a gano 'ba Yeuc'h an dibenn sizhun a zeu. E pad tri devezh e kinnig ar gevredigezh « Dastum Bro Gerne » ur gouel troet penn da benn war zu ar c'hanaouennoù. Ar programm 'zo pinvidik kenañ. Pierre-Yves Pétillon, unan deus an oazerien, a lavar deomp peseurt bro 'zo pedet ar bloaz-mañ

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio