En arvar emañ ar post kostez Benac'h
Derc'hel 'ra ar post da glask bihanaat an eurvezhioù ma vez digor ar burevioù en tiez-post, kement hag espern arc'hant. En bro-Dreger, war-dro da Vear, Plouared ha Benac'h, 'vez klevet deus se ingal abaoe an hañv tremenet. E fin miz Even 'oa bet un tamm manifestadeg en Louergad da c'houl na vefe ket serret an ti-post pemzektez war an hañv. Dec'h eo en Benac'h ma oa bodet un hanter-kant a dud dirak an ti-post diwar galv ar c'huzul-kêr. Keloù zo ma vo serret bep yaou adalek ar sizhun all, war digarez 'vez nebeudikoc'h a dud en deiz-se. Frañsoa ar Marc'heg eo maer Benac'h, pelloc'h gantañ. gant Tugdual Karluer.