E Breizh e oa ar c'habaler Emmanuel Macron e-pad daou zevezh
Sekouret eo ar c'handidad evit bout prezidant get dilennidi ar vro èl Richard Ferrand. Goude bout bet e Kemper dilun da noz, ma oa leun ar sal eo bet er c'hohu er Gelveneg dec'h da vitin, e kreizenn Kerpape e Planwour, e Pondi hag er Voustoer-Remengol da gomz get peizanted. E Pondi e oa galvet enebourion d'ar raktres sevel meingleuzioù er vro. Un hanterkant a dud o doa en em dolpet da « zegemer » paotr ar luskad « En marche ». En o mesk e oa Tristan ar Govic. Dijoloet en deus e faotehe d'ar stal Variscan toulliñ an douar lec'h m'emañ e chom, e Mêlrant. Hiroc'h getoñ doc'h mikro Yaelle ar Mouel.