Keleier 5:30
@@@An UDB get François Hollande.@@@
Ur lodenn vras ag an tud o doa votet evit Jean-Luc Mélenchon d'an dro gentañ o deus votet evit François Hollande d'an eil tro. Marteze betek 90% anezhe, hervez ar soñdajoù graet dec'h. Gelliñ a reomp ijinañ un dregantat heñvel a-walc'h evit voterien Eva Joly. Bremaik 'neus embannet Cécile Duflot, sekretourez broadel Europa Ekologiezh, e yahe kuit ag he fost e fin miz Even, goude an dilennadegoù deputed. Ne 'vehe ket souezhus e 'vehe galvet da gemer perzh er gouarnamant nevez 'vo lakaet e plas edan berr.
Cheñchamantoù 'vo. Gortozet int ! a lar deomp Naig Gars, kuzulierez rannvro UDB a soutene Eva Joly da gentañ ha goude François Hollande, sur-walc'h. Naig Gars, enrollet dec'h da noz 'ba Kemper, get Anne Gouerou.
Amañ
@@@Ba Pleuigner, ar mem disoc'h evit e Frañs a-bezh.@@@
51,9 % evit François Hollande ha 48% evit Nicolas Sarkozy. Er c'hetañ tro e oa ar mem disoc'h evit e Frans iwez. Marine Le Pen en trede lec'h, François Bayrou er pevarvet ha Jean-Luc Mélenchon, pempvet. Guigner an Henanff eo maer Pleuigner, hag-eñ kentoc'h doh an tu dezhoù. Lâret a ra deomp penaos oa tremenet an traoù ba e barrez.
Ar pennad kaoz
@@@Trouz e ti-gar Gwengamp 'enep d'ar raktres LGV@@@.
Ar linenn tizh bras zo douget get an SNCF da gas buanoc'h an dud betag Pariz. Get Breizhistañs 'oa aozet an darvoud, un tamm sketch 'oa bet c'hoariet da ziskweziñ an digempouez zo etre linennoù bras èl Brest-Pariz pe Kemper-Pariz hag an diover a linennoù diabarzh. Pezh zo goûlennet eo e vehe diorrenet ur gwir rouedad 'raok klask gounit un tamm kard eur etre ar c'hêrioù bras. Bronwenn 'oa é c'hoari er sketch, displegañ 'ra deomp peseurt pal 'oa dezhoñ. Get Tudual Karluer.
@@@Arvor 29: n'emañ ket pell titl kampion Bro-C'hall.@@@
Gant seizh but muioc'h 'vit Issy-Pariz, eo plaset mat merc'hed Arvor 29 'vit bout trec'h 'ba kampionad Bro-C'hall rummad kentañ handball. Disadorn 'noant degemeret klub Pariz da geñver lodenn gentañ eus kampionad Frañs. Disoc'h 'vit ar c'hrogad: tri-warn-ugent da c'hwezek. Selaoump Cecile, Job Lossec, Monika Stachowska ha Jean-Yves Kere.
Ur reportaj gant Erwan Blanchard