àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un ti evit Skol an Emsav

Un ti evit Skol an Emsav

Skol an Emsav zo anezhi bremañ ur greizenn stummañ war ar brezhoneg, staliet e Roazon. Estroc'h evit kelenn brezhoneg d'an dud deut 'vez embannet div gelaouenn gant SAE, « Bremañ » hag ar gelaouennig « Brezhoneg » evit an dud zo o teskiñ. 12 den zo o labourat enni. E kreiz kêr Roazon eo staliet, nepell deus an ti-gar, en ul lodenn deus un ti-skol. Feurmet eo an ti gant kêr Roazon. Pezh eo zo bet ranket rentañ ur sal, dre ma oa muioc'h a ezhommoù er skol, ha re vihan en em gav ar greizenn bremañ. A-barzh pell 'vo ret rentañ an ti en en bezh war ar marc'had. En ur pleg diaes emañ SAE bremañ, muioc'h a displegadennoù gant Gwenvael Jekel, rener SAE. Gant Tugdual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio