àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Abadenn Nnn 181 : Lizher ag an 18.01.1917

Abadenn Nnn 181 : Lizher ag an 18.01.1917

Abadenn Nnn 181 Lizher ag an 18.01.1917 Lec'h : Rollot. ///Erc'h a ra ! Setu daou zeiz e kouezh hep ehan... Hon tud-ni a ya pep mintin, daousto d'an amzer, da doulliñ an douar, 7 km ac'halemañ, hag e-pad an deiz e labouront dindan an erc'h... Ne talve ket ar boan deoc'h preniñ gwir Valda : nend on ket sifernet... Atav en deus Mona soñjoù du... Mokaer a skriv din... Daet eo ho mamm genoc'h ? Nag afer an avaloù-douar ? Guillouzeu en deus skrivet din... Klevet em eus ema aet ar Menteg èl konduiour ar c'hirri-roñseed... An deizioù-mañ e roin butum da gas da 'm zad... Y mae eich Loeiz yn cariad c'hwi gan lewenidd.../// Gouiañv kriz ha kalet. Krouiziñ toulloù evit an artilheri : labour start, divourrus, lous. Mokaer e Bro Gembre : kaoz a zimeziñ. Guillouzeu hag Er Menteg : soudarded lamet ag ar rejimant ha lakaet en aktiv.

Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio