Gouleier Nedeleg e Lokorn : 150 000 a dud gortaet.
Dibaoe penn-kentan ar miz e teu ur mor a dud bep noz da Lokorn dre ma vez goulaouet-kaer ar gêriadenn. Evit an trede bloavezh en eus an ti-kêr staliet ur gwir bed evit lidan nedeleg; kabanennoù koat, gwin tomm, krevier nedeleg ha gouloù e-leizh... Peadra da sachan an douristed er gêriadenn ha na zegemere betek-henn touristed nemet e-pad an hanv. Warlene 'oa bet 150 000 a dud o vont da Lokorn da wel gouleier nedeleg; kemend all a vo ar bloaz-man a-dra-sur. Katell Uguen a zo bet eno dec'h da noz. Kejet he deus gant Lukian Kergoat, o chom e Lokorn hag arbennig war istor ar gêriadenn.