Lise Kerustum : ur marc'had Nedeleg e Kemper.
Gant lise micherel Kerustum e Kemper 'vo aozet ur marc'had nedeleg 'benn disul eno. Boued hag artizanelezh a vo da gaout; Produioù diwar kig-moc'h, mel, produioù deus ar mor, plant aromatek ha me 'oar. A-fed artizanelezh 'vo bizoù, tokoù, gouleier ha c'hoazh. Gant rann "gwerz" ar lise eo kinniget ar marc'had, selaouomp hiroc'h diwar-benn hentennoù lise Kerustum gant Jean-Yves Le Goff, kelenner eno. Respontet n'eus da Gatell Uguen.
Marc'had nedeleg lise Kerustum a zo digoust ha digor d'an holl. Etre 10e vintin ha 6e noz e vo kinniget 'benn disul, el lise, e kreizteiz Kemper.