Keleier 5:30
@@@Teknologiezhoù nevez e feilhañserezh Henriot.@@@
Jean-Pierre Le Goff eo patron nevez ar feilhañserezh Henriot 'ba Kemper a-c'houde an hañv tremenet. Hennezh 'zo e penn un holding a sav bagoù hag a zo arbennigour àr ar c'hrouiñ dre an urzhiataer. CAO 'vez graet ag an dra-se e galleg. Divizet 'neus ober kement-mañ 'ba Henriot, un embregerezh a oa chomet betag-bremañ get kustumoù kozh an "ober get an dorn", penn dre benn. Ar CAO a lako ar faienserezh da hounit amzer hag arc'hant hep cheñch ar produadur, a chomo hengounel. Implij an teknologiezhioù nevez a vo spletus ivez evit bizitourion ar feilhañserezh hag evit an daou virdi a Gemper a ziskweza pezhioù feihañs. Jean-Pierre Le Goff 'n eus lakaet ar re-se er jeu, hag ivez skol an arzoù-kaer, evit sevel ur raktres tro-dro ar "realité virtuelle". Raktresoù e leizh 'ta a blij kalz da Marc Andro, eil-prezidant Kemper-Kumuniezh, e karg ag an ekonomiezh.
Get Anne Gouerou
@@@Hiziv 'zo bet roet lañs d'an dro vreizh àr velo e Gwened.@@@
Da greisteiz o deus loc'het kuit ar rederion a Wened. Degouezh a rint e Gwened iwez àr-lerc'h bout redet dre greiz ar Morbihan. Pevar skipailhad àrn-ugent a gemera perzh en darvoud pezh a ra kant pevar reder ha daou-ugent àr an hent. Jo Gwegen, prezidant komite marc'h-houarn breizh a lâr deomp peseurt talvoudegezh deus ar rederezh-mañ evit ar rederion yaouank, ha piv zo gortozet ar blez-mañ.
Doh mikro Yaëlle ar Mouel
@@@Fest ar c'han ha diskan ba Sant Nigouden.@@@
'Benn dimeurzh 'vo ur fest-deiz e Sant Nigouden da lidañ ar bladenn kan ha Diskan savet gant Eric Menneteau ha Yann Fañch Kemener, «vive la liberté» e anv. Get Radio Kreizh Breizh eo kenaozet an abadenn. Selaouomp Eric Menneteau é lâret deomp peseurt mod 'vo kaset an traoù.
Get Tudual Karluer