àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lañset eo ar fun-gar 'ba Brest!

Lañset eo ar fun-gar 'ba Brest!

Lañset eo ar fun-gar, an teleferik, 'ba Brest abaoe disadorn! War an ton bras peogwir 'oa deuet Segolene Royal, ministrez an ekologiezh hag an transportoù da igoriñ ar fun-gar. 'ni kentañ 'zo savet 'ba kêr 'ba Frañs ha surmat n'eo ket 'ni diwezhañ. Un nebeut kêrioù 'zo entanet bras 'vit sevel ur fun-gar. Unan 'zo da vout savet 'ba Grenoble, da skouer. 19 milion a euroioù 'zo bet postet a-benn kas ar raktres da benn. 'Vit liammañ Brest tu dehou gant Brest tu kleiz 'oa lañset al labourioù. 'Ba traoñ straed Siam eo staliet ar gar da gas ar fun betek ar c'harter nevez savet 'bar Gapusined 'ha 'ba uzin kozh an Arsanailh 'zo lakaet a nevez. Eno 'vo staliet ar vediaoueg nevez, ur sinema da skouer. Lojamantoù nevez 'zo da gaout ivez. 'Vit gellout mont gant an teleferik e kousto 1 euro 50, ur bilhed hag a dalv 'vit rouedad Bibus a-bezh: kirri-boutin ha tram. Marc'hamatoc'h 'vo gant ur c'houmanant. Lañset eo ar fun-gar 'ba Brest met 'oa ket e koulz. Troc'het 'oa bet an tredan expres-kaer. Se 'zo kaoz 'neunt ranket François Cuillandre, maer Brest, ha Segolene Royal gortoz tost div eurvezh araok nijal a-us da ster Penfeld. Disadorn 'oa 8800 brestad 'oa deuet d'ober un dro gant ar fun-gar. 10 000 dec'h. E-touez ar vrestiz 'oa disadorn 'oa Manon, ur studieriez eus Brest.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio