10vet devezh ar vugale oa e Mendon hiziv.
Bep blez e vez aozet an devezh-se get Ti Douar Alre. Ur sonadeg a vez da vitin ha d'enderv e vez c'hoarioù ha stalioù a-bep seurt, d'ar vugale skoliataet e brezhoneg e bro an Alre d'ober getoñ er-maez ag ar skol. 750 krouedur deus en em gavet ar mitin-mañ er sal Emeraude e Mendon da soniñ ha da ganiñ àr un dro get Jakez ar Borgn hag e vuzisianed. Ha plijadur oa bet gete ! Gouiamp pelloc'h get ar c'hanour, Jakez ar Borgn ha get Joel Le Baron, eil prezidant Ti Douar Alre é karg ag ar brezhoneg.