àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

E 1923 eo kroget ar familh Furic gant ar fritur er Gelveneg er vro Vigoudenn

E 1923 eo kroget ar familh Furic gant ar fritur er Gelveneg er vro Vigoudenn

Tost kant vloaz war-lerc'h e talc'h ar boestoù mir d'ober berzh, pe vefent gwerzhet dindan anv "beg Penmarc'h", pe "kompagnunezh breizhad ar pesked". Ouzhpenn ar brili, ar sardin, an toun hag ar soubenn e werzh ivez ar stal boestoù bras. Hiziv an deiz e vez implijet 60 a dud e Sant Wenole gant ar stal Furic; un embregerezh hag a zalc'h da ginnig d'an dud boued deus ar vro ha labour dorn. Hiroc'h gant Sten Furic, e penn an embregerezh "kompagnunezh breizhad ar pesked". Er bloaz-man en-dro e kinnig "kompagnunezh breizhad ar pesked" boestoù "collektor". Un arzourez deus Pont 'n Abad n'eus graet livadenn ar boestoù, hag e-barzh e kaver sardin deus ar c'hentan, dibabet ha fardet er c'houlz gwellan deus ar bloaz, e miz Eost. Respontet n'eus da Gatell Uguen.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio