4e34 : achu get ar labour evit ar mec'hed !
Hudu, da 4e34 goude merenn, 'oa galvet ar merc'hed da baouez gant o labour gant ar stroll "feminist" anvet Les Glorieuses. Diwar skouer ar merch'ed 'ba enez Island 'oa bet o vanifestiñ war ar straedoù d'ar 24 a viz Here diwezhañ eo ijinet an oberenn 'mañ. Goulennet 'zo rank ar merc'hed bout paeet kement hag ar baotred 'pezh n'eo ket gwir 'vit poent. Perak paouez gant al labour da 4e34mun7s, resis? Hervez jedadennoù graet gant ar stroll, e labouro ar merc'hed evit mann ebet betek fin ar bloaz 'pa geñverier goproù ar merc'hed gant goproù ar baotred. Direizh eme an izili eus ar stroll gall Les Glorieuses met ivez an izili eus ar Planning familial 'ba Brest. Mathilde Caer 'zo unan anezho. Betegen 'oa kargadez da reiñ kentelioù 'ban UBO 'ba Brest 'pa 'oa gant he studioù war ar saozneg. 'Viti, ar stourm 'vit an ingalder eo afer an holl. Gant Erwan Blanchard.