28- ITER
"International Thermonuclear Experimental Reactor". Setu an anv a zo bet roet d'ur raktres etrevroadel kinniget èl an hani pouezusañ evit amzer da zont an energiezh.
Sanset eo ITER diskoueziñ e vo posubl produiñ energiezh dre ar fuzion nukleel.
E gwirionez, war a seblant, e vo hir an hent.
Da skouer, rac'h an danvezioù (metaloù) ijinet betek hiriv a gozha re fonnapl a-gaoz d'an neutronoù produet get ar reaktadenn fuzion.
Evel m'en-deus laret ur skiantour amerikan:
" Energiezh an amzer da zont eo ar fuzion , hag e chomo energiezh an amzer da zont !"