àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

N'eus tamm avel ebet en Dorchenn evit ar c'henstrivadegoù windsurf

N'eus tamm avel ebet en Dorchenn evit ar c'henstrivadegoù windsurf

Betek fin ar sizhun e vez dalc'het kenstrivadegoù bedel ar windsurf e Beg an Dorchenn e vro Vigoudenn. Siwazh evit ar genstriverien, n'eus tamm avel ebet eno dibaoe an dibenn-sizhun dremenet. Ne za ket ar c'hrogadoù war-raok neuze en Dorchenn met dizale ez aio ar windsurferien da Hawaii evit ur genstrivadeg bedel all. Er vro Vigoudenn e oa kinniget daou rummad krogadoù, ar wave, lec'h 'vez piziet ar gwellan lammoù, hag ar slalom, ur redadeg a dizh. Dec'h on bet da wel penaos e troe an traoù en Dorchenn. Asambles ganin e oa Marine Gloagen, arbennigourez war ar windsurf.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio