Distro eo Jeannot Flageul a vro Palestinia, e destoni.
Etre an 10 hag an 20 a viz Here 'oa bet ur skipailhad 16 a dud deus Breizh e Palestinia, asambles gant an AFPS, kevredigezh Frañs Palestinia kengred. Ar sizhun dremenet 'oant distroet 'ta, bremañ 'faot dezhe reiñ da anavezout ar pezh 'devoant gwelet eno, e kamp repuidi al Arroub da skouer. Skoet an holl anezhe, kaer zo bezañ klevet en a-raok pegen kriz 'c'hell ar vuhez bezañ evit ar Balestinianed e Sisjordania. War a lâr pep hini n'hell ket an nen distreiñ ha chom mut. Jeannot Flageul 'oa e-touesk an dud bet eno, pelloc'h gantañ. Gant Tugdual Karluer.