Izel eo live ar stêrioù.
Glav zo bet e-korv an deizioù paset hag e kouezho c'hoazh passabl 'benn ar sihun-mañ-za. Met ne vo ket trawalc'h evit adleuniañ ar poulladennoù-dour. Daou viz a avañs 'zo dre vras. Gres d'ar rouedad savet get sindikad dour ar morbihan a-c'houde 1974 e vo reskontet d'ar goulenn memestra, pe vehe evit an antreprizioù a lonka bochad dour pe evit an dud. Aimé Kerguéris eo prezidant Eau du Morbihan. Emañ doh mikro Yaëlle ar Mouel.