àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Trebeurden : bihan a dud enep ar repuidi get an FN.

Trebeurden : bihan a dud enep ar repuidi get an FN.

Evit ar sizhun zo un 60 a repuidi da vezañ degemeret e Trebeurden ha Tregastell, war an aod e bro Dreger. Met digwener 'oa bet galvet gant an fn da vanifestiñ 'enep d'an degemer repuidi. Bihan ar respont, un hanter-kant bennaket a dud 'oa bet. E Trebeurden evit an emgav kentañ lakaet gant an fn. Hag int ha'n em gavet a-dal d'ur c'hwec'h kant a vanifesterien, deut da diskwel souten d'ar repuidi ha sevel 'enep d'ar strollad politikel tu-dehoù pellañ ha d'ar mennozhioù da-heul, pelloc'h evit war an dachenn bolitikel strizh. Nullet 'oa bet an dolpadeg e Tregastell, diwar ali an archerien, a lâre bezañ dic'houest da difenn tud an tu-dehoù pellañ. Deus tu an fn n'eus bet kavet den da respont e brezhoneg. An darn vrasañ deus an dud a oa dilennidi anê, re ar stroll fn er rannvro, tud ar servij urzh broadel, da lâras tud deut deus lec'h all. Bihan an dud diwar-dro met un toulladig 'oa anê memestra. Selaouomp petore tro 'oa d'an abadenn deus tu an fn 'ta. Ur reportaj get Tugdual Karluer.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio